Beure Kentañ
作曲 : Yann Tiersen
I
Va dousig koant poent eo sevel.
Setu an deiz en em gavet.
‘Us d’ar maez an Heol zo uhel
‘Barzh ar beure alaouret.
Teir gwech ar c’hilhog a-bouez-penn
‘Deus kanet an dihuniñ.
Digor da sell d’ar sklêrijenn
Mousc’hoarzh eürus en da di.
II
Ar voualc’h du er bodad drez
A c’hwitell dimp he salud.
An durzhunell a sav he mouezh.
Eus kreiz ar c’hoad ‘lec’h ma klud.
Selaou pedenn an alc’houeder
Diouzh an neñv glas o kouezhañ.
Va dousig koant, sell pegen kaer.
Eo dimp hor beure kentañ.
III
Ar saout a sach war o chadenn.
Dirak ar rastell c’houllo.
Me zo ‘vont da gerc’hat dê foenn.
‘Keit-se te o goroio.
Er marchosi, ar gazeg wenn
A c’houll he c’herc’h hep dale.
Hag er c’hraou bras an daou ejen
Gwelout ac’hanout ‘garfe.
IV
Dec’h vintin hon eus tremenet
Dirak an Aotrou Person.
Ar c’hleier bras o deus sonet
D’embanniñ mouezh hor c’halon.
Hiziv etre da vizied
‘Mañ eürusted va buhez.
Va dousig koant ha va fried
Te zo va holl garantez!
Beure KentañLRC歌词
[00:00.000] 作曲 : Yann Tiersen
[00:04.802]I
[02:05.364]Va dousig koant poent eo sevel.
[02:10.060]Setu an deiz en em gavet.
[02:13.359]‘Us d’ar maez an Heol zo uhel
[02:17.223]‘Barzh ar beure alaouret.
[02:22.603]Teir gwech ar c’hilhog a-bouez-penn
[02:26.159]‘Deus kanet an dihuniñ.
[02:34.097]Digor da sell d’ar sklêrijenn
[02:37.780]Mousc’hoarzh eürus en da di.
[02:40.534]II
[02:44.080]Ar voualc’h du er bodad drez
[02:48.568]A c’hwitell dimp he salud.
[02:52.364]An durzhunell a sav he mouezh.
[02:54.847]Eus kreiz ar c’hoad ‘lec’h ma klud.
[02:57.948]Selaou pedenn an alc’houeder
[03:00.632]Diouzh an neñv glas o kouezhañ.
[03:03.977]Va dousig koant, sell pegen kaer.
[03:07.710]Eo dimp hor beure kentañ.
[03:10.706]III
[03:15.077]Ar saout a sach war o chadenn.
[03:17.980]Dirak ar rastell c’houllo.
[03:20.889]Me zo ‘vont da gerc’hat dê foenn.
[03:24.572]‘Keit-se te o goroio.
[03:27.137]Er marchosi, ar gazeg wenn
[03:30.256]A c’houll he c’herc’h hep dale.
[03:32.199]Hag er c’hraou bras an daou ejen
[03:34.471]Gwelout ac’hanout ‘garfe.
[03:36.449]IV
[03:40.891]Dec’h vintin hon eus tremenet
[03:43.274]Dirak an Aotrou Person.
[03:46.092]Ar c’hleier bras o deus sonet
[03:48.825]D’embanniñ mouezh hor c’halon.
[03:53.290]Hiziv etre da vizied
[03:57.126]‘Mañ eürusted va buhez.
[04:01.986]Va dousig koant ha va fried
[04:06.556]Te zo va holl garantez!